Skol Sant Riwal

Oc'h ober tro an iliz

 

Ar c'heur

 

Tu an norz

(an tu kleiz)

Tu ar Su

(An tu dehou)

 

 

Traoñ

an

iliz

 

 

 

Ur pennad istor, berr ha berr :

Savet oa bet an iliz-mañ etre 1843 ha 1845 e plas unan all a oa araok hag a oa o kouezhañ en he foull.

Treset oa bet ar plan nevez gant an archited Boyer eus Montroulez.

Diaes oa bet kaout arc'hant peogwir oa stag Sant Riwal eus komun Braspartz d'ar poent-se, daoust ma oa ar barrez distag abaoe un nebeut bloavezhioù. Deuet oa da benn kuzul fabrisianed Sant Riwal da rastellat 4250 lur e-touez an dud met ne oa ket awalc'h hervez an "devis" bet savet gant Boyer (8729 lur)

Setu oa bet divizet sevel disteroc'h iliz hag e oa bet diboullet tout ar mein gant tud ar vro evit espern arc'hant.

Set amañ un tamm eus an "devis" (jpeg 60 ko) (pdf 473 ko) bet savet gant an aotrou Boyer, un diell a zo tu da welet e Eskopti Kemper.